Gorsedd
Argoad, an neved melkonius
Douar kozh hon tadoù-kozh
Strollad lid drouizel
Da lidañ hengoun hag aberzh
Galloud hud e tont eus ar lec'h
E sinont un emglev gant an elfennoù
Ez eont e-barzh kevrinoù an natur
Abraz hor c’halon
A-kreiz ar c'hrommlec'h
Evit daeañ stroll ar sav-heol
E damskeud kabalus ar flammerenn
Fenoz e red an dourvel da vat
E kuzh o c’hev strobinellet
Lid milvedel dasorc'het
Rik e sellet ouzh an tan
E tiskuliont hon tonkadur
Koazh hon anken en draskerezh an tan
Lidkinnig eskern ha gwad
Ar garm-hud glan
Glanaat ar spеred ouzh ar mallozh