D’an usved

Ha koulskoude e vez a-walc'h gant ul lanv
Mard eo degouezhet an eur vat
Ne c'hellomp ket mervel da goulz al lanv
Neuze ar re a vez klañv-toc'hor
Gwellaenn uhelañ a oa a-raok ar fin
Ar c'hwezhadenn diwezhañ a zo taolet e koulz an daere
Hag an dichal a gas an ene d'an anaon
E-barzh eon ponner an houlenn a sko
Trouz an traezh diwar dichal an houlenn
Heklevioù douarel ar c'heuzioù

Met e ranker kaout an avel uhеl
Ar mervent n'eo tra mеt daonedigezh
A lak da ziverañ en ur meurvor tasmantel
Lec'h emañ ar vorlusenn tevoc'h evit a dour
Hag al loar drouklivetoc'h evit kig preñvedet ar re varv
Ma talc'h an avel ganti an ene en he roudoù
O vageal war an enezenn gwendevel
Gwellaenn uhelañ a oa a-raok ar fin
Ar c'hwezhadenn diwezhañ a zo taolet e kaoulz en daere
Hag an dichal a gas an ene d'an anaon
Pa grogo arouez an tanted flamm
Noz ha deiz war an dorosenn uhelañ

Curiosità sulla canzone D’an usved di Belenos

Quando è stata rilasciata la canzone “D’an usved” di Belenos?
La canzone D’an usved è stata rilasciata nel 2016, nell’album “Kornôg”.

Canzoni più popolari di Belenos

Altri artisti di Heavy metal music