Nozweler
Edan ar stergan, edan al loar
Hec'h adskeudou disliv
E tznvalijenn an noz du dall
Den-bleizh hudur o rodal
Den ebet ne glevo dit yudal
Drouksant tonket an denesadur
An anken-noz marvel
Tostaat a ra loen ifernus
A is-d'un ambroug-kavn logod-dall
Skleur ruz war-lerc'h barr ar gwez
Hepdale e wad evel un barr-glav
E kreiz ul lostennad
An dorgenn-fu
Oc'h enkorfan ar sovajerezh
Aergelc'h kanvus
E kalon ar c'hoad du
Skeudou gourdrouzus
Ar saprenn arwarzh
Hag ar froud storlokus
Ar ster arc'hant evel harz
Emgav e lein ar grav
Gant arloup, skoet marv