Dihun
En devezhioù teñval
Sachet on ‘vet ur bed all
Em eurvezhioù doujet
‘Veajan war ur mor all
Neb na wel ar stered a gav e hent
Neb na vag karantez na gav ar vuhez
Digor’ta da zor din
Digor’ta ma c’halon din
Ganit’te emsoñjin
A-un vouezh e vouskanimp
Neb na gar ar bed a gan ar meiz
Neb na gar e gwirionez na oar ket reiñ
Ma tihunan
Diouganet ‘moa an amzer-se
Douget dindan ho kazel-ge
Tonket da ganañ noz ha deiz
Ar vaouez kenedus oc’h-hu
Diouganet ‘moa an amzer-se
Douget dindan ho kazel-ge
Tonket da ganañ noz ha deiz
Kanañ ho “karantez”
‘Viton
Diouganet en deiz ‘me an den kozh
Dallet en e feiz, en e garantez
N’e follentez
N’hallan ket nac’hañ
N’hallan ket he lazhañ
Met stoliañ strobinelloù glas Viviana