Gwerz Penmarc'h
Bremañ bloaz da Santez Katell
Sortias ar flod deus a Vourdel
Sortias ar flod deus a Vourdel
Pa oent erru e-tal Penmarc'h
O devoent kavet avel a-walc'h
O devoent kavet avel a-walc'h
Petra c'hoarvez gant penmarc'hiz
O terc'hel gouloù-noz 'n o iliz ?
O terc'hel gouloù-noz 'n o iliz ?
Kri oe 'r galon na ouele
E-tal Penmarc'h neb a vije
E-tal Penmarc'h neb a vije
Neb a welfe merc'hed Gwaien
O vont d'an aod beb a-unen
O vont d'an aod beb a-unen
Seizh intañvez ha seizh-ugent
O vont d'an aod en ur vandenn
O vont d'an aod en ur vandenn
O c'hoûll an eil digant eben
Na peus ket klevet keloù ma den ?
Na peus ket klevet keloù ma den ?
Keloù ho ten ha va hini
E-tal Penmarc'h 'maint o veuziñ !
E-tal Penmarc'h 'maint o veuziñ !
Mallozh ! mallozh da Benmarc'hiz
c zalc'h gouloù-noz en o iliz
c zalc'h gouloù-noz en o iliz
'Zalc'h gouloù-noz 'n o ilizoù
'Vit ma yay d'an aod 'r batimanchoù
'Vit ma yay d'an aod 'r batimanchoù