Son Ar Chistr

Jean-Marie Prima, Jean Bernard, Traditional

Ev chistr 'ta Laou, rak chistr zo mat, loñla
Ev chistr 'ta Laou, rak chistr zo mat
Ev chistr 'ta Laou, rak chistr zo mat
Ur blank, ur blank ar chopinad loñla
Ur blank, ur blank ar chopinad

Ar chistr zo graet 'vit bout evet, loñla
Hag ar merc'hed 'vit bout karet

Karomp pep hini e hini, loñla
'Vo kuit da zen kaout jalousi

N'oan ket c'hoazh tri mizeureujet, loñla
'Ben 'vezen bemdez chikanet

Taolioù botoù, fasadigoù, loñla
Ha toull an nor 'wechadigoù

Met n'eo ket se 'ra poan-spered din, loñla
Ar pezh 'oa bet lavaret din

Lâret 'oa din'oan butuner, loñla
Ha lonker sistr ha merc'hetaer

Ev chistr 'ta Laou, rak chistr zo mat, loñla
Ur blank, ur blank ar chopinad

Curiosità sulla canzone Son Ar Chistr di Alan Stivell

In quali album è stata rilasciata la canzone “Son Ar Chistr” di Alan Stivell?
Alan Stivell ha rilasciato la canzone negli album “Reflets” nel 1970 e “Again” nel 1993.
Chi ha composto la canzone “Son Ar Chistr” di di Alan Stivell?
La canzone “Son Ar Chistr” di di Alan Stivell è stata composta da Jean-Marie Prima, Jean Bernard, Traditional.

Canzoni più popolari di Alan Stivell

Altri artisti di Axé